LFE – niverenn | 154 |
LFE – unicode | ɰ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | M\ |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn drekstaon dre dostaat mouezhiet treuzskrivet [ɰ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 154.
Mouezhiet e vez ar c'hensonennoù dre dostaat atav hep par divouezh ebet.
A-wezhoù e vez implijet arouezenn ar gensonenn drekstaon dre daravat mouezhiet ([ɣ]) gant ur diakritek evit merkañ an izelaat e-lec'h an arouezenn [ɰ]